Description
Savet e 1964, Unvaniezh demokratel Breizh (UDB) zo tremenet hed-ha-hed meur a zek vloaz a vuhez politikel. Ma vez atav diouti ez eo peogwir he deus e « sell ouzh ar bed » evel ma lavare ar c’hazetenner Morvan Lebesque er bloavezhioù 1960. Goude bezañ bet savet ouzhpenn hanter-kant vloaz ’zo e oa deuet ar poent da soñjal en-dro ar raktres kevredigezh.
Bouedenn al levr-mañ eo gant meizad an dishualañ evel linenn-stur, da lavaret eo ober hon-unan al labour dieubiñ. Ur gevredigezh c’hour ne c’hall nemet bezañ ma vez kement hinienn ha kement pobl dieub. Evit dont a-benn e ranker stourm bemdez evit ma vefe divizet an traoù eus traoñ ar gevredigezh hag evit ma vefe asantet an diforc’hioù. Hag ur stourm diaesoc’h zo c’hoazh : ober evidomp hon-unan gant an talvoudegezhioù a vroudomp.
Evel strollad politikel e oa bet savet UDB gant daou c’hoant bras : difenn hag anavezout gwirioù-stroll pobl Vreizh hag ivez gwirioù an hiniennoù evit pep keodedad·ez, forzh peseurt broadelezh e vefent.
Gant al linennoù-mañ e kinnig ar strollad e sell war ar bed, ur sell a Vreizh. Pouezus-meurbet eo ar resisadenn-mañ p’emaomp e-barzh ur Stad kreizennet gant ar vuhez politikel e Pariz.