Pobl Vreizh zo ur gelaouenn viziek a geleier a-vremañ, a-youl vat penn-da-benn, savet e 1964 pa oa bet krouet Unvaniezh demokratel Breizh (UDB), strollad politikel eus an tu-kleiz, emrenour hag ekologour. Kelaouenn a venoioù, Pobl Vreizh, alies lesanvet « PB » e galleg, he deus ul linenn stur a gleiz ha kevredadel. Ur benveg kelaouiñ an hini eo, degas a ra keleier hollek met gant menoioù, da lavaret eo gant talvoudoù a gleiz ha kevredadel.
Abaoe ouzhpenn 50 vloaz e kelaou Pobl Vreizh, e sav tabutoù, en ur zigeriñ he fajennoù d’an aktored kevredigezhel, politikel, armerzhel, sindikadel, sevenadurel, deuet eus UDB pe get. Tremenet d’ur patrom peder fajennad gwenn ha du er bloavezhioù 1970 d’al livioù er bloavezhioù 1990, ar miziek-mañ a erru war internet e miz Mae 2015. Stumm niverel PV a ya da glokaat ar stumm paper, moullet a 4000 skouerenn bep miz.
Lec’hienn Pobl Vreizh zo ur benveg kelaouiñ digor d’an tu-kleiz breton evel he stumm paper. Adkavout a reoc’h keleier, tabutoù, savboentoù, danvez evit boueta ho preder hag ho komprenidigezh eus ar bed. Ar stumm paper a genglot gant al lec’hienn-mañ met chom a ra livenn-gein Pobl Vreizh, gant pennadoù resis, dre ar munud ha kelaouaet mat evit ho kelaouiñ. Na chomit ket etre daou soñj ha koumanantit !