presses-populaires-de-bretagne

Embannadurioù Poblek Breizh a zo ur gevredigezh lezenn 1901, Benoît Montagné he fresidant. Ganti e vez embannet ar gazetenn Pobl vreizh, ur gelaouenn viziek, hep troc’h ebet abaoe miz Genver 1964. Embannet o doa meur a « Cahiers du Peuple breton », niverennoù tematek ouzhpennet d’ar gelaouenn viziek.
Embannet ez eus bet tri levr gant hon ti-embann. Hini kentañ, « Le breton la jeunesse d’une vieille langue » skrivet gant Fañch Morvannoù e 1999 hag adembannet war-lerc’h.
Abaoe 2016 eo bet dibabet gant Embannadurioù Poblek Breizh ober muioc’h a embannoù. Da gentañ tout gant embann al levr « Chroniques bretonnes » hag a zastum pennadoù skrivet gant Morvan Lebesque e Pobl Vreizh etre 1968 ha 1969. Goude-se e oa bet embannet en-dro Antée, les Bretons et le socialisme, skrivet gant Émile Masson, ha raktresoù all a zo !

Dizoloit hon embannoù